Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/233

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 188 —

petra ’ioa bet c’hoarvezet gand e vreur ; en eur e welet, ec’h en em daol etre e zivreac’h hag e klask e ziboania. Pellaet e oe dioutan dichek. Gourc’hemennet e oe neuze d’ar veleien a oa daoulinet, o kofez an eil d’egile, sevel en o zav. Senti reont. « Ha touet ho peus c’houi beza sentus ouz al lezennou graet gand ar vro evid ar veleien ? » a c’houlennas diganto unan eus an dispac’herien. « Nann, n’hon deus ket. » a respontjont holl a-unan. Raktal, eun daol a zo savet war ar pondalez a gas eus an iliz d’ar jardin. Maillard, a lavarer, a azezas outi. Ar veleien a zo galvet daou ha daou dirazan. An neuz a ra da ober labour eur barner, met henvelloc’h eo ouz eur bourreo a ra hepken eun tamm enklask evit gwelet piou int, en eur zellet ouz kaier ar prizon, ha gouzout hag i a zinac’h atao ober le da zenti ouz al lezenn. Kerkent goude, ar brizonerien, pe gentoc’h ar re varnet d’ar maro a zo buntet beteg an dereziou diaveaz a ziskenn er jardin. An dispac’herien o deus ive kuitaet an iliz hag a zo o c’hortoz ar veleien baour e traon an dereziou. O digemeret a reont gant taoliou pik ha taoliou sabrenn, ha goude beza o mac’hagnet en eun doare spontus hag heuzus, e peurc’hreont outo en eur lezel youc’hadennou skrijus.

En eur glevet ar youc’h, ar veleien chomet en iliz a oar ervat petra emaor oc’h ober d’o breudeur paour, ha petra o deus da c’hedal o-unan. Gouzout a reont n’o deus mui a zikour da gaout diouz an douar, hag eo deuet o eur diweza. Kana reont litaniou an dremenvan, hag ar ganaouenn a bado keit ha ma vevo an hini diweza. Ne zinerzo nemet dre ma vihanaio niver ar re veo.

En diwez, setu ar veleien diskaret holl ; ne jom mui nemed an daou eskob ; galvet int. Aotrou ’n Eskob Saintes a bok d’e vreur, hag a zao en e zav : « Setu me aman ive, a lavar neuze aotrou ’n Eskob Beauvais, nemet n’hellan ket bale ; o pedi ran, m’ho peus ar va-