Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 187 —

Aotrou ’n Eskob Beauvais a zo bruzunet e c’har, hag an douar a zo ruziet dindannan gand ar gwad. Evelato ne blij ket d’an holl gwelet evelse ar veleien a vern en eul leac’h hepken ; pep hini a garfe kaout perz el lazerez. Paouez a reont neuze da denna ; mont a reont da gaout ar veleien er japelig, ha gant taoliou pik o lakeont da vont er maez. Siouaz ! an holl n’hellont ket senti ; meur a hini a oa maro ! Neuze e redont warlerc’h ar re all a dreuz ar jardin evel pa vijent bet o chaseal anevaled gouez. Ar paour keaz beleien a veze lakeat herr enno gant taoliou sabrenn ha taoliou pik, ha miret outo chom a zav da gaout taol ar maro ; ma kouezont d’an daoulin, gant taoliou pik o lakear adarre da zevel en o zav.

A greiz-holl, eur vouez a youc’h er jardin : « Awalc’h, paouezit ! re abred eo c’hoaz ; n’eo ket er giz-se e tleomp en em generet ganto. » Violette, kommiser an dispac’herien, eo a gomz en doare-ze. Ar forbaned a jom a zav epad ma lavar an hevelep mouez d’ar veleien mont en iliz. Eno n’o do ket ezomm da gaout aon, rak war e veno, nikun ne glasko ober droug d’ezo. Ar re o deus gellet tec’het betek-hen a ya eta d’an iliz ; holl int dastumet er c’hor hag ar c’hael a zo prennet warno. Kounnaret holl, ar forbaned, o kredi edod o klask tenna ar brizonerien diganto, a zired a lamm dre greiz an iliz betek gael ar c’hor. Ar c’hommiser Violette a zigouez neuze er penn kenta hag a lavar : « Venjans ar bobl zo hervez ar gwir ; evelato marteze ez eus unan bennak direbech en o zouez, hag e ve mat ober eur varnedigez e doare. » Er mare ma paouezas ar forbaned da youc’hal evit klevet ar c’hommiser, dor ar japel a zigoras. Aotrou ’n Eskob Beauvais eo a zo e tigouezout, gloazet e c’har ha douget gand e vuntrerien o-unan, an neuz d’ezo da gaout truez outan ha da veza leun a zoujans en e genver ; astennet e oe ganto war eur c’holc’hed gloan tost da c’hael ar c’hor. Aotrou ’n Eskob Saintes ne ouie ket