Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 181 —


Eus an Ti-kear, omp bet kaset da eul leac’h hanvet « La Force », d’ar zadorn, 18 eus ar miz-man, war dro div eur diouz ar mintin. Eno, hor beus en em daolet da c’hourvez war eur c’holc’hed-kolo, en eul leac’h hag a zo hanvet ar « Souricière » ; eno e tremen o nosvez kenta ar re nevez digouezet.

Diouz ar mintin omp bet dispartiet an eil diouz egile, hervez an urz a oa bet roet d’hen ober… »

An aotrou de la Gardette a oe kaset da Zant-Firmin, an aotrounez Le Livec ha Laporte da Garmez.

E Karmez, ar brizonerien genta a oa bet dastumet en iliz ar manati, hag o veza n’oa bet klasket netra evid o digemer, e rankchont tremen an nosveziennou kenta war leur an iliz. Nebeut goude, e oe roet aotre d’ezo da lakat digas traou-wele eus an diaveaz. Eul lizer skrivet gand an aotrou Grison da vreur an aotrou Laporte o chom e Brest, en deus hon sklerijennet war gement-man : « Meur a wech oun bet el Luxembourg o c’houlenn va golc’hedou gloan ; rag an traou-man zo ker, o veza m’o deus pevar droatad hanter, ha m’int bet nevezet ganen evit plijout d’an aotrou ho preur… ». Rak-se an aotrou Laporte n’eo ket ennan e-unan hepken eo e sonj ; al lizer-man a zesk d’eomp e lakeas digas c’houec’h golc’hed c’hloan ; c’hoant en doa diboania ha skoazella kenvreudeur paouroc’h egetan. Daoust e pe leac’h e oe lakaet er manati ? Paper ar maro, tennet diwar gaier ar prizon, hen laka da veza amezek d’an aotrou arc’heskob Du Lau, bet prizoniet koulskoude seiz dervez en e raok.

O veza ne deuent ket holl eus an hevelep leac’h, ar brizonerien n’en em anavezent ket, koulz lavaret.

En em voda rejont tostik d’an tri eskob prizoniet eveldo, hag a oa an aotrounez Du Lan, arc’heskob Arles, hag an daou vreur eskob de la Rochefoucauld. Marteze ne ouient ket oa tost ar maro d’e€zo ; anaout a reant evelkent e c’houzanvent hag o doa da c’hou-