Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/227

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 182 —

zanv evit Doue hag e Iliz. Ar zonj-se o c’hennerze hag a roe levenez dezo.

El lizeri, o deus skrivet epad m’edont er prizon, e lenner atao ar c’homzou-man a gaver er Skritur Sakr : « Ibant gaudentes… quoniam digni habiti sunt pronomine Jesu contimeliam pati (Act., V, 41), laouen e kerzent, abalamour m’oant bet kavet mat da c’houzanv dismegans evit hano Jezus. »

N’o doa ket an eurvad da hellout lavaret an ofern ; met unan anezo, chomet beo, en deus lavaret e lakent o spered da vont bep mintin betek Rom, keit ha ma pade ofern Hon Tad Santel ar Pab, hag e kinnigent o foaniou da Zoue en eur o lakat mesk ha mesk gant re Hor Zalver Jezuz-Krist. War an deiz, e c’hellent awechou gwelet unan bennak eus an diaveaz ; hag evelse ec’h anavezent an darvoudou dre o mignoned. Anaout a rejont dreizo oa bet gourc’hemennet d’an holl, gand ar Vodadenn, ober al le hanvet « liberté-égalité ». Daoust hag al le-man a c’hellent da ober ?

Ma vez goulennet diganto eun deiz, petra raint ? Hag hen ober a hellont gand eur goustians direbech, evit gellout kuitaat ar prizon, pe jom a raint hep hen ober ha neuze beza laket d’ar maro ? Setu aze an dra ankenius a douelle ar sperejou e prizon Karmez, a lavar an A. P. de la Gorce ; diwarbenn-hi ec’h en em guzuliont epad ar zizun ziweza a viz eost.

Chapel Karmez a deuas neuze da veza henvel ouz sal ar sened en eun eskopti, da lavaret eo, ar zal a vez dastumet enni ar chalonied hag ar bersoned kanton pa vezont da rei o ali war ar pez a zell ouz mad an eskopti. An aotrou Arc’heskob Arles eo a vleine an divizadeg, an daou eskob unan a bep tu d’ezan. Dalc’hmat e veze teir zastumadenn bemdez, ha dervechennou e veze betek seiz. Alies, gwir eo, e veze trouc’het o c’homzou d’ezo gant mouez an diwallerien karget da ober ar galv. Koulskoude, met ar brizonerien n’her gouient ket, paotred an dispac’h, ma c’houlennent al