Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/225

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 180 —

tour hag eur gward broadel gand e armou. Komzet en deus ouzin en eur lavaret : « Deuet omp da ober an enklask en ho ti. » Kerkent e tec’has, goude beza laosket eur zoudard dirag an or.

Heman a zo chomet d’am diwall beteg unneg eur noz ha n’am beus gwelet nikun all nemetan bete neuze. Kousket en deus gellet evel ma kare ha doaniet bras oa o welet ar pez a glasked da ober d’in, rak va amezeg eo, hag unan eus va farrisioniz.

Epad an amzer-ze n’em beus drebet nemed eun tamm bara hag eur zaladennig vihan, abalamour ma c’heden va ofiser da zistrei. P’oan enouet ouz hen gedal, hag o vont da gousket, eo en em gavet gant c’houec’h fuzulier ; laket em beus dirazan eun daol da c’hoari ha warni diou c’houlaouenn ; hag en deus graet e zanevel dre skrid « verbaliser ».

Epad ma skrive, en deus lavaret d’in o doa va amezeien kalz a zifizians ac’hanon, hag e vijen bet krouget ganto pell-zo ouz eul letern, ma ne vijent ket bet diarbennet gantan d’hen ober… Goulennet en deus diganen gant petra e veven ha piou zarempreden…

Pa baouezas da skriva, e lavaras d’in mont d’e heul. Kerkent eun dalm-gurun a strakas ken krenv ma spontas kement hini a oa en ti. An ofiser e-unan a gave d’ezan klevet kanol an evez (canon d’alarme) ; hag e teuas da veza gwenn, kement a aon en doa.

Daou veleg all hag a oa en estach dindanon a zo bet roet urz d’ezo ive d’hon heul ; unan anezo a zo kure e Brest, o chom em zi hag egile beleg Itronezed ar C’halvar (Hyasint al Livec).

Neuze hon deus heuliet, beteg an Ti-kear, an ofiser hag ar pemp fuzulier. Eno, eo bet lennet dirazomp an tri zanevel graet en hon enep. Pep hini ac’hanomp en deus goulennet lavaret eur ger hag omp bet aotreet d’hen ober an eil goude egile. An aotrou Manuel, prokuler ar « Gommun », eo en deus lennet d’eomp ar skrid hon tamalle.