Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/224

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 179 —

E c’hellit kredi, pa deuas an noz, d’an 10 a viz eost, an enkrez a oa bras en tiez a oa beleien kuzet enno ! Hag e gwirionez, n’oa ket heb abeg, rag antronoz, tud, gant pikou, sabrinier ha fuzuliou a yea dre ar ruiou en eur furcha en tiez. Deuet da veza ar vistri dre eun taol-nerz, paotred ar « Gommun » n’hellent derc’hel o galloud nemet dre ar spont : « Savet omp eus ar c’houer, a lavar Danton, dre-ze n’hellomp gouarn nemed en eur ober aon ; ret eo d’eomp lakat eur ster gwad da redek etre ar Barizianed hag ar re o deus tec’het d’ar broiou estren. » Ha raktal e stagchont da laza tud a strop.

Ret eo da genta dastum tud da laza war-hed taol. Roue ebet, diarbenn ebet mui ; beac’h d’ar veleien « dizent » ; ar re-man a vezo kroget enno da genta.

Kerkent hag an 11 a viz eost, — bloavez pevare al liberte, a lavar o skridou, — e oe prizoniet an aotrou du Lau de la Coste, arc’heskob Arles, an daou vreur de La Rochefoucauld, unan eskob e Saintes hag egile e Beauvais. En dervez-ze ive, diouz an noz, war dro hanter-kant beleg a oa prizoniet gand an aotrounez Eskibien e manati Karmez deuet da veza eur prizon. Kendalc’het e oe, en deiziou warlerc’h, da glask beleien ; hag o veza n’oa ket manati Karmez bras awalc’h e oe kaset lod anezo da Zant Firmin. D’ar 17 a viz eost ec’h en em gavas tro an aotrou Laporte, rag antronoz edo e Karmez, hervez lizer e amezeg bet dastumet war an hevelep tro, an aotrou de la Gardette. Al lizer-man embannet e Kelaouenn eskopti Clermont (21 a viz even 1879) ha skrivet gantan da unan eus e vignoned a zo eus an 21 a viz eost 1792 :

« Mignon ker…, Dirgwener diweza 17, diouz ar mintin, goude beza lavaret va ofern ha me dare da guitaat va c’hampr gant gwiskamant lik, p’edon war dreuzou va dor, em beus klevet trouz, ha kerkent em beus gwelet eun ofiser eus an Ti-kear, eur zeizenn c’hlas gwenn ha ruz gantan war e gov, ouz e heul eur sekre-