unan a zo dereat d’eomp beza da genta o rei ar skouer vat en eur zenti ouz al lezenn. Eun dra bennag adreuz a c’hoarvezo, a dra zur, pa vezint laket er maez ; met neuze e vo gwelet petra da ober ; ac’han di, sentomp ouz al lezenn.
En dervez-se zoken, diouz an abardaez e tigouezas e Brest unan eus renerien an Departamant, an aotrou Veller, karget da zeveni al lezenn. Antronoz e tremen dre an « District » hag an Ti-kear. Kerent ha mignoned ar brizonerien, bodet holl dirak manati Karmez, evit gellout o digemeret kentoc’h, a ioa poanius d’ezo hen gwelet o vont hag o tont heb ober netra. Evelato goude kreisteiz ez eas er manati. Gantan edo an aotrou Brichet, prokuler an « District » hag an aotrou Berthomme, eus a berz an Ti-kear. Eun taol kloc’h bennak a c’halvas ar brizonerien er c’hloastr. Pedet int da vont ac’hano d’an iliz ; an aotrou Veller a bignas er gador evit lenn urz an Departamant, henvel war e veno, ouz lezenn ar c’houarnamant ; met e gwirionez, e strisa ar frankiz a entente al lezenn rei dezo.
Pa baouezas da lenn, an aotrou Laporte a c’houlennas beza lezet da gomz en hano e genvreudeur. E gwirionez, en e barrez eman, ha pegwir e berson n’eman ket war al leac’h, hen eo en deus gwir da gomz. Trugarekaat a ra ar gomiserien, pedi ra an aotrou Veller da drugarekaat renerien ar Rann Vro en hano ar veleien, ha da lavaret d’ezo e vezint sentus outo war gement tra ne zell ket ouz ar feiz. Kemeret a ra evelato an hardisegez da lavaret d’ezo o deus dreizo o-unan krennaet ar gwiriou roet gand al lezenn d’ar brizonerien, ha douget urziou d’an 21 a viz ebrel ha d’an 2 aviz gouere diweza hag a zo enep d’al lezenn. An aotrou Veller a respont, « o deus an dud e karg gwir da viret an urz vat el leac’hiou a zell outo, ha da gas en dro dreizo o-unan an traou ne c’hellont ket gedal, evel pa vez leac’h da viret ar peoc’h hag an urz vat er vro. Setu aze petra ’n deus hentchet Kemper en amzer-ze