gwasoc’h) en eur o lakat da gredi int bet, i enebourien d’al lezenn, merzerien abalamour d’o feiz.
« O welet kement-se holl, Kuzul ar Rann-Vro a c’hourc’hemenn : 1° rei frankiz da gement beleg a zo bet prizoniet e Brest goude an urziou roet d’an 2 a viz gouere ;
2° Hervez an urziou roet d’an 2l a viz ebrel, ar veleien hag o deus re all kemeret o leac’h, pe o deus pae o-unan, a ranko chom peder leo da nebeuta diouz o farreziou koz.
3° An difenn-ze a zo graet evid an holl veleien a zo bet roet urz d’ezo da zigouezout e Brest, ha pa n’o defe ket bet sentet ouz an urz-se.
4° Ar frankiz roet breman n’eo na leun nag evid atao, nemed evid ar veleien n’emaint nag e servich ar c’houarnamant, na paet gantan.
« A bed an dud vat da deurel evez war ar veleien n’o deus ket sentet ouz al lezenn. »
Evel a weler, paotred Kemper ne zentent nemed en eur c’hina ouz an urziou deuet eus Paris hag a strisea al lezenn en eun doare iskis. Anat eo d’an holl, pa weler pegement e talejont da rei frankiz d’ar brizonerien. Gwasoc’h c’hoaz. D’an 20 a viz gwengolo, oa anavezet e Brest ar c’helou a roe frankiz d’ezo, ha d’an 23 e taolent eur beleg all er prizon : an aotrou Thual, « kure » Eusa. Koulskoude neuze mouez ar gerent hag an dud a feiz a gare ar brizonerien a zavas krenv hag a yeas betek diouskouarn an dud e karg. D’ar 27 a viz gwengolo, prokuler District Brest a skriv da Gemper :
« Ar merc’hed devot ne baouezont ket da druezi prizonerien Karmez ; o c’hedal emaint, evel ar Mesias, komiserien an Departamant, a dle, war a gonter, dont da zigeri d’ezo doriou ar prizon ; hag e lavaront eo dre berz hon eskob nevez int dalc’het pelloc’h ennan. E gwirionrez, ne gredan ket e ve gellet o derc’hel pelloc’h. Al lezenn a ro ar frankiz d’ezo, ha ni hon-