a gomzer anezan ; ha mar deus eun dra bennag hag a ziskouez en deus graet mat eo ar peoc’h evid an holl a zo deuet da heul an urziou, eun dra gaer hag a hell an holl da welet, dreist holl pa daoler eur zell war an Departamanchou all a zo trouz ha reuz enno, dre ar pennadou a zo bet laket en dud gand ar veleien « dizent ».
Anzao ran, a lavaras c’hoaz, n’int ket hervez al lezenn urziou an 21 a viz ebrel hag an 2 a viz gouere. Dougit klemm, mar kirit ; ni, evelato, n’o zorrimp ket evit kement-se.
Warc’hoaz eta, a lavaras araok paouez, e vezoc’h prest da vont er maez ; kaset e viot d’an Ti-kear, hag eno, c’houi lavaro da be leac’h ho peus sonj mont ; n’helloc’h ket chom tostoc’h eget peder leo diouz ho parreziou koz ; roet vo deoc’h eur paper tremen-hent hag e viot kaset d’al leac’h ez it da jom ennan. »
Ar beleg, pell diouz e barrez, a zo demdost evel eun den pell diouz e vro, evel eun den harluet. Ar frankiz n’oa ket eta hervez o c’hoant ; hag ar veleien er maez eus o frizon a gendalc’he da veza touellet gand an eneou o doa bet karg da hentcha warzu ar baradoz. Ne gave ket d’ezo o dije bet ar groaz nevez-man da zougen. Hag o mignoned, o c’hortoz tro war dro d’ar manati, mall ganto gwelet an doriou o tigeri, a oe ive diskaret o levenez, dreist holl, pa weljont an aotrou Veller deuet er maez ha doriou ar prizon o serra adarre war e lerc’h.
Antronoz hepken, da 8 eur, e kuiteas ar veleien prizon Karmez ; met penaos ! Kerkent ha goulou deiz, kelc’h Mignoned al lezenn nevez o doa dastumet endro d’ar manati ar re a du ganto, hag ar brizonerien, laouen evelkent en eur zonjal oant dare da vont er maez, a gleve ar youc’hadennou a zirolle warno. Neuze, war zigarez m’oa ret difenn ar veleien pa deujent er maez eus ar prizon, paotred an Ti-kear a lakas digas ar Gward Vroadel, hag evelse eo etre diou renkad sou-