Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/200

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 159 —

galon ha Bretoned a zoujans Doue. Evel ar verzerien a hed ar c’hantvejou, gouzanv a reont gant levenez dre garantez evit Jezuz-Krist : Eveldo e kavont ive o nerz e sakramant an Aoter : an eur vat o deus, e gwirionez, da hellout oferenna. Al leanez o ren Itronezed an Unvaniez kristen eo he deus roet d’eomp da anaout kement-man dre eul lizer a skrivas evit goulenn beleg-aluzenner he c’houent ; e lenn a heller e leor an aotrou chaloni Peyron : Documents pour servir : « Daoust ne ve ket gellet, emezi, digas an aotrou Kermorgant da lararet an ofern d’eomp disul da bemp eur diouz ar mintin ? Pegwir o deus aotre da oferenna el leac’h m’emaint, e ve gellet marteze gourc’hemenn da eur gward hen diambroug beteg aman, eur gward hag a jomo gantan hed e veach ? Hor c’hlanvourezed, hor merc’hed koz dinerzet a hello en em sacha gant poan beteg al letrin ; a-hend-all, na pegen risklus e ve evidomp-ni darempredi ar ruiou en amzer-man, rag al lamponed ne rafent alies nemet lavaret d’eomp bepseurt traou divalo. »

Hen lavaret hon deus, ar brizonerien a zo o ene e peoc’h ; ha laouen int o c’houzanv evit Jezuz-Krist. O lizeri, kaset dre guz, a zo eun testeni eus ar pez a lavaromp. Setu aman eur ger bennak tennet eus lizer an aotrou Borgn a Germorvan, chaloni a Gemper, skrivet gantan d’an 29 a viz here :

« Ar boan a glaskont ober d’eomp ne ra nemet kreski hon nerz kalon ha ne ra ket a c’haou e doare ebet ouz al levenez hag ar peoc’h a ren el leac’h santel-man. Daou dra hepken a hell miret ouzomp da veza laouen awalc’h : ar boan galon o deus hor c’herent ouz hor gwelet prizoniet, hag ar boan hon deus hon-unan o welet n’hellomp ket ober vat d’hon nesa. » Ha koulskoude, an aotrou chaloni a skriv ar c’homzou-ze a zo eun den koz, ha dister awalc’h e yec’hed. An aotrou Laporte a skrivas zoken d’an District evit goulenn aotre da vihana d’e genvreur koz oajet a be-