Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/201

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 160 —

var ugent vloaz da ziskenn er porziou hag er jardin. Aotre a voe roet ; met ar chaloni a respontas : « Nann, ne glaskan ket beza truezet, ha ne c’houlennan ket e ve graet d’in gwelloc’h eget d’ar re all. M’am befe truez da c’houlenn evid unan bennag, eo dreist holl, evid ar beleg seizet a zo en hon touez. » Siouaz ! an aotrou chaloni a gouezas ken klanv, ma oe ranket digeri dor ar prizon d’ezan d’an 20 a viz eost. Kement-se a ziskouez awalc’h d’eomp pegen e€urus oant o c’houzanv evit Doue, pegement a nerz kalon ha pegement a aked o doa da anzao o feiz.

Evelato, hervez skrid an aotrou de Carné, lamponed kear a oa gwall gounnaret.

D’an 23 a viz even, eun ofiser eus rejimant ar Poitou, Patris e hano, tamallet da veza graet war voger eun ti-kafe, eun daolenn goapaüs da baotred an dispac’h, a oe lazet gand ar bobl, hag e benn a reas tro kear e beg eur pik.

D’ar 14 a viz gouere, e voe sevenet gouel an Unvaniez ; eun aoter a voe savet war gern ar gompezenn zo dirag ar C’hastel ; an ofern a voe lavaret gant beleg ar Gward Vroadel. Araog e oe benniget arouez (guidon) an Dragoned Broadel. Eur gurunenn a oe laket da eur zoudard hanvet Cousonnière, fuzilier er genta kompagnunez ar Baotred yaouank, abalamour m’en doa, e riskl e vuhez, diframmet digand ar mor tri eus e genvrendeur. Dont a reas an eur da doui beza leal e kenver ar vro, al lezenn hag ar roue, hag embannet e oe an dra-man dre 21 taol kanol, a oe respontet d’ezo gand al listri a oa war ar rad, a laoskas o-unan eun hevelep niver a daoliou kanol. An ofiserien, en eur doui, a zistage mat o geriou, a vouez uhel. Met p’en em gavchont gand ar c’homzou « hag ar roue », youc’hadennou a zavas a bep tu etouez ar bobl, hag e oe klevet ar c’homzou-man : « Nann, nann, roue ebet ! » An dispac’h hag ar freuz a oa o tiroll.

Hag e teuas neuze tro ar Gward Vroadel. Ar c’hom-