Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/199

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 158 —

d’eoc’h, n’eo ket ar c’habestr a lakit d’ezo eo o brasa gwaleur. Gwasoc’h e kavont e ve laket bep mare dirag o spered skeudenn spontus ar maro. Hag heb abeg o deus aon ? rak n’emaint ket hep gouzout en deus redet ar gwad e meur a leac’h en despet zoken da renerien ar vro a glaske hen miret ? An aotrou Patris, bet lazet e Brest en eun doare ken didruez, livirit d’in ha n’eo ket evito eur skouer eus ar re spontusa ?

« Listri, epad an noz a hell digouezout war ar rad, ober fall o aroueziou evid en em rei da anaout, pe an dud en douar a hell fazia ganto, ha setu ar brizonerien kemeret evid enebourien ; raktal an taboulinou, an trompilhou, hag an toksin a ya en dro. Ar bobl a zired ; ar c’hloc’h o sini a hell beza evito glaz ar maro ; hag int-i, an darn vuia anezo, bet dastumet er prizon ganeoc’h, aotrounez, evit beza pellaet diouz kounnar an dud ha taol ar maro ! Rag ar veleien-ze o veza m’eus bet lavaret d’ar bobl oant enebourien ar vro, a vo staget ganto da genta, eun dra eo hag a zo anat, da vihana m’en deus ar bobl ar gredenn eo deuet an enebourien evit hen taga. Kement-se zo bet digouezet p’en em gavas dirak Brest ar skouadrenn sturiet gand an aotrou Dugoy. Mac’h errufe kement all, eo skrijus sonjal er gwaleuriou a deuio da heul. Setu perag o deus va c’harget da c’houlenn diganeoc’h o frizonia en eur gear all bennak ma n’hellit ket rei frankiz d’ezo breman. »

An aotrou De Carné a gollas e boan hag e amzer. Ne voe ket muioc’h selaouet eged ar re a zougas klemmt en e raok ; ar veleien brizoniet n’o doa madelez ebet da c’hedal eus perz ar re a c’houarne er c’horn douar-man.

Goude gouzanv evel ma reant, ne gave ket d’ezo e vijer bet ken digalon outo ; evelato, arabad kredi e vije bet atao tenval o fenn ; hag e choment eno mantret holl. Pa glaskomp mont betek goueled o c’halon, ec’h en em gavomp frealzet o welet pegement oant tud a