Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 157 —

d’ezo. Na pegen kasaüs eo an dra-ze evito ; hag ouspenn, kalz zo hag a hellfe en em glemm eo bet kollet o dilhad d’ezo. Kement-se zo kreski labour ar gwardou, a stag neuze da hegari ha da lavaret d’ezo komzou kalet ha flemmus.

Eun den koz, din a zoujans, tad da unan eus ar veleien prizoniet, a reas dek leo evit dont da welet e vab ha d’e starda war boul e galon. Kaer en devoe skei war an or, hag e vab goulenn en han ’ Doue kaout truez ouz e dad, an tad paour n’e oe ket selaouet hag a rankas distrei d’ar gear hep beza bet an tamm frealzldigez a c’hoantea.

Eun dimezell goz, a bevar ugent vloaz pe wardro, a zo bet ive o klask gwelet he breur ; ar joa-ze ne oe ket roet d’ezi ; glac’haret holl, n’hell ket miret da skuilh daelou c’hoero. Ar c’haporal teneraet a ya da lavaret d’he breur en em ziskouez er prenestr, evit ma vo gwelet gand e c’hoar. En em welet a reont, ha merkou a garantez a roont an eil d’egile. Siouaz ! paket int gand an ofiser zo e gward ; ar c’haporal a gleo rebechou, hag a zo difennet outan hiviziken beza ken madelezus e kenver an dud.

Unan eus ar veleien-ze, person e Leon, klanv gant droug-ar moug (apoplectique) n’en deus ket bet aotre da vont da ober eun tamm tro-vale dre ar jardin.

Eun all, etre dek ha daouzek vloaz ha tri ugent a c’houlenn aotre da vont da ambroug beteg ar vered korf e c’hoar nevez maro. Ar respont d’e c’houlenn a zo digoret gand an ofiser ; heman ’ro d’ezan e lizer en eur lavaret : morse n’ho pije bet anezan ma vije bet ennan eur c’helou bennak da ober plijadur d’eoc’h.

Laket o deus en o fenn e c’helle priol ha mevelien ar manati, karget da bourchas ar boued e kear, aesaat d’ar brizonerien kaout keleier dre skrid eus an diaveaz ; hag eo difennet outo breman kuitaat ar manati hep kaout eur gward ouz o heul.

En diwez, aotrounez, va c’harget o deus da lavaret