ouz gouarnerien ar vro hag ouz ar Reizadur roet d’ezo… »
Evelse eman an traou ? ar brizonerien o deus bet an hardisegez d’en em glemm eus an drouk-komzou o deus klevet ? Mat netra aesoc’h. Difennet e vo outo mont da ober troiou-bale er porziou pe e jardin ar manati. En em glemm a reont eo bet digoret o lizeri ? hag e vo miret kas ha kaout lizeri. Ouspenn-ze, nikun hiviziken n’en do mui aotre da gomz ouz ar brizonerien ; hag evelse ne vo mui kaset klemm d’ar Rann-Vro, rag ar c’hlemmou a deu nebeut a nebeut da lakat paotred al liberte da hegari. Ya met, ar brizonerien o deus mignoned ha zoken etouez o gwardou. Da gaout unan anezo eo e yelo an aotrou Laporte. Mar gellfe lavaret, nann, youc’hal a bouez-penn evit rei da anaout da renerien ar Rann-Vro pegen digalon e vezer outan, hag ouz e genvreudeur prizoniet ! Met allaz ! n’hell ket e-unan dougen klemm ; kaout a raio evelkent eur mignon, hag a zo war eul lestr e Brest, an A. de Carné de Carnavalet. Dre heman, pa yelo da dremen eun dervez bennak en e familh, a zo anavezet evel a ouzor gand an A. Laporte, eo e kaso kelou d’ar Renerien e Kemper eus ar pez a dremen er prizon, ha ne vo ket nec’het evid ober d’ezo ar goulenn-man :
- « Kemper, d’ar 7 a viz gwengolo 1791.
Loiz-Mari Carnavalet, major a lestr, karget da zougen klemm d’ar Rann-Vro, en hano ar veleien dalc’het e prizon Karmez Brest.
An aotrounez beleien prizoniet e Karmez Brest, re zammet dindan beac’h o foaniou, o deus sonjet e vije laouen va c’halon o sikour tud er boan, hag en eur gonta deoc’h o zrubuilhou.
Ar gwardou a zo alies gand ar re genta hag ar re c’hwassa o lavaret d’ezo gwall-gomzou. Kalz a ziskouez an dourn d’ezo en eur lavaret : Ma vemp-ni bet ho mistri, n’o pije ket daleet da vont ouz ar groug.
Miret e vez outo komz ouz an dud a zigas dilhad