Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/192

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 151 —

vez ar furnez, mar kirit, met ive hep va c’hastiza evel-hen, pegwir ez oun direbech ; — hag erfin e lezoc’h ganen gwiriou keit ha ma vezin dellezek anezo.

« Goude holl, setu aman al le a ran a greiz va c’halon. Leac’h zo da gredi eo gwirion, ha seul vui a fizians a dlefet da gaout ennan, pa ’m beus dalc’het mat da nac’h an hini ne gaven ket hervez va feiz ha va c’houstians :

« Va c’halon leun a garantez birvidik evit va bro, ec’h embannan eo eun dever santel evidon senti ouz va bro, ouz al lezenn hag ouz ar roue, ha kasaat enebourien ar Vro ; rei a ran va ger, ne glaskin ket lakat trouz etre an dud na dre va oberou, na dre va aliou ; toui a ran d’en em unani gant va c’henvroïz evel pa vent va breudeur, evit miret ar peoc’h, gwella ma c’hellin ; ha ne zikourin ober netra eneb ar C’houarnamant nevez.

« Laporte, beleg. »

« Aotrounez, petra ’ heller da glask muioc’h diouz eun den ? Al le a zo goulennet gant lezenn ar 27 a viz du ? (al lezenn-ze a c’hourc’hemenne toui senti ouz Reizadur an dud a Iliz, aozet gand ar c’houarnamant). Met ar Vodadenn Vroadel he-unan n’her goulenn ket diganen. Gourc’hemenn a ra d’in hepken dilezel va c’harg (ma ne fell ket d’in toui). Dilezet eo ganen. Hag ouspenn, kemenn a ra ne vo graet droug ebet d’ar beleg en do dinac’het toui. An hevelep Bodadenn Vroadel a embann en deus an den kement a frankiz da gaout kredennou ha da gaout madou ; ha n’int ket dizent oun al lezenn ar veleien ne fell ket d’ezo toui.

« Skei a rit breman, aotrounez, ar veleien n’eo ket falvezet d’ezo plega d’an urz o poa douget e miz ebrel diweza. Met ne dlean ket beza lakaet etouez ar veleien-ze. Dare oan da zenti ouz ho kouro’hemenn ha sentet am bije heb enebi, ma vije bet plijet gand an District e rei d’eomp da anaout ; miret en deus e embann, hag