Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/193

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 152 —

e gas da bep hini ac’hanomp. Hirio, e lavarer eo ret senti outan. Gouest oun da rei deoc’h dioc’htu eun testeni eus va zentidigez, en eur vont da jom ker pell ha ma plijo ganeoc’h diouz va farrez.

« Mar deus unan bennak da skei abalamour n’eus ket bet sentet ouz hoc’h urziou, eo, a dra zur, ar re n’eo ket bet falvezet d’ezo o rei d’eomp da anaout.

« Graet e manati Karmez Brest, d’an 9 a viz gouere 1791. »

D’an 19 a viz gouere, Glaoda a skrive adarre da Gemper :

« Aotrounez,

« Glac’haret oun o klevet n’o deus ket aotrounez an District hag an Ti-kear kaset deoc’h disul ar respont d’am goulenn, a hellent beza kaset kerkent ha disadorn. Siouaz ! Pa vezer digabestr an-unan e sonjer nebeut e poaniou ar brizonerien. An dervez-man eo an eil war-nugent abaoue m’oun prizoniet. Ha pa vijen bet kablus, oan breman kastizet awalc’h, gwall-gaset evel m’az omp ! N’eo ket hep gwir e lavaren deoc’h em goulenn, e laker kounnar ar bobl da greski en eur veza ken kriz ouzomp. Al labour a c’houlenner digant hon diwallourien a zo tenn, diaes, ha kasaüs evito. 48 den armet hon diwall hep paouez, hag an darn vuiacanezo ne reont nemet lavaret gwall-gomzou d’eomp ha diskouez d’eomp an dourn. Deuet omp da gaout aon rag ar re zo karget d’hon diwall. Deac’h, unan anezo en eur penn euz ar pondalez, (rak bez ez eus anezo e pep leac’h) a youc’he da 8 eur hanter diouz an noz « oamp holl penn-abeg eus e boan, hag e lakje e zabrenn e bouzellou an hini kenta a dremenje dirazan. » Setu aze, aotrounez, ar c’homzou a zistan poaniou ar brizonerien.

« En hano an drugarez, en hano al lealded, n’o peus morse dianavezet o mouez, gourc’hemennit, me ho ped, ma vin lezet da guitaat va bro gand aon na ven