Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/191

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 150 —

hag eneb urziou ar Vodadenn Vroadel a fell d’ezo skoazella war o meno.

« Aon ’zo, a lavarer, na lakjemp an dud d’en em zevel ; na rajemp eun dra bennak eneb eurusted ar bobl. Met diagent, n’eo ket tud a vanke da welet petra ’reamp ; n’hellemp ket ober eur c’hammed hep kaout raktal unan bennak war hor seuliou. Ma n’oa ket c’hoaz awalc’h an dra-ze, n’oa nemet hon diwall gwelloc’h c’hoaz ; ha ma’z oa leac’h da damall unan pe unan ac’hanomp, n’oa nemed e gastiza hervez al lezenn. Met n’oa gwir ebet da gastiza tud ha n’o doa graet netra. Setu aze petra lavar ar skiant vat, al lealded hag al lezenn.

« M’o dije an Departamant, an District, an Ti-kear, ha Mignoned al lezenn nevez diskleriet freaz ha grons e kemerent a zindan o skoazel, pe da vihana e falveze d’ezo diwall diouz pep droug ar veleien n’o deus ket touet, en eur ziarbenn dreist pep tra ma ve gwall gomzet d’ezo hag en eur ginnig kastiza rust kement hini a glaskfe ober droug d’ezo, evel ar veleien a lakafe trouz etre an dud, neuze e vemp dinec’h, hor befe ar frankiz n’eus gwir ebet da lamet diganeomp, ha ne ve ket graet a zislealded en hor c’henver.

« Evesait mat, Aotrounez, n’eo ket hon diwall eo a rit ; o veza hoc’h-unan ken kriz ouzomp, e lakit ive kounnar ar bobl da greski ; rag ar Bobl, douget da veza eün dreizan e-unan, a dle sonjal, o welet kastiza tud en eun doare ken rust, e tleont beza graet eun torfed bras bennak, pe veza gouest d’hen ober. Ar pez a rit d’eomp n’hello nemed e lakat da gaout muioc’h a zroug ouzomp, ha netra n’hello diarbenn e gounnar ma tigouez eur gwall darvoud bennak.

« Kement-ze, anat eo, zo re wir. Setu perag, e sonjan e kavoc’h mat lakat rei d’in ar frankiz-ze ne dlefe beza lamet diganeomp nemed eun torfed bras hor befe graet, pe e vemp tamallet da veza graet ; — e pedoc’h va c’henvroïz da lakat evez d’am diwall a zroug, her-