Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/180

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 141 —

dismegans a vankas d’al lodennig beleien a en em gavas da genta dirak chapel Karmez evit beza prizoniet enni.

Diwezatoc’h, e voe digaset di ive, hag atao an hevelep tud ouz o heul, an aotrou Kermorgant, beleg-aluzenner ar Gouent-Vihan, an aotrou Duchesne, beleg-aluzenner Merc’hed ar Furnez, ha beleien karget eus an dud e vor, an tad Maillard, kapusin ; an aotrou de Pentrez, a leveront a zo bet en tadou Jesuisted gwechall, an tad Durand eus a urz sant Beneat.

Diouz an abardaez ec’h eruas ive aotrou person Lambezellec, an aotrou Mocaer, aotrou person Sant-Salver, an aotrou De La Rue, hag an aotrou Scouarnec, kure e Ker-Ber. Heman a oa bet darbet d’ezan chom en hent ; kaset oa bet dindan eul letern, eur gordenn stag ouz e c’houzoug evit beza krouget outan. Eur gward a deuas a benn d’hen diframma eus a dre zaouarn an dud fallakr a oa en dro d’ezan. Leun c’hwad oa hag e zoutanenn a dammou pa voe taolet e chapel Karmez etouez e genvreudeur.

D’an 28 a viz even diouz an noz, ez oa trizek beleg er prizon, hag hano an aotrou Laporte oa an hini kenta war ar c’haier. En eur niveri ganto nao manac’h Karmez hag ar Breur Fabian, ez oa 23 prizonier.

Antronoz 29, unnek beleg all a errue e Karmez, en o zouez an aotrou Goret, person Guytalmeze ; hag e kendalc’hed da glask re all ; hep dale niver ar brizonerien a zavas da 81. Kement lakipod a oa pedet d’o c’hlask ; abenn nebeut, ar veleien a veze prizoniet gant fors piou. Ar skrid a deu aman warlerc’h a zesk d’eomp penaos e veze graet ar chase tud-ze. Ar skrid a zo eus ar 27 hag an 28 a viz gouere 1791 :

« O deus en em glevet evit mont da glask beleien da brizonia, an dek o deus sinet ar paper-man. Loc’het da 3 eur goude lein, int en em gavet el leac’h merket d’ezo e kichen ar peder vilin avel diouz tu Rekou-