da gaout. Priol Karmez en deus aotre da glask eun den lik evit mont da brena peadra da vaga tud e vanati. »
An holl gourc’hemennou-ze a oe embannet gand ar grefier dirak dor an Ti-kear. Epad an amzer-ze, an trompilhou a oe klevet o sini : archerien, dragoned, gwardou vroadel a zirede e bep tu.
Eus ar gemennadurez hir-ze en deus bet ar grefier poan awalc’h o lenn, an dud n’o doa ententet nemed eun dra : oa eun arme dudjentil divroet diskennet en douar, dare da zailha warno. Ar c’helou n’oa ket gwir, met mat oa da lakat an youlou fall da zihuna ha da rei da gredi edo ar brezel o vont da ziroll. Awalc’h oa evit lakat ar bobl da gaout kasoni ouz ar veleien « dizent », ha da c’houlenn o lakat d’ar maro. Pa za an archerien en hent evit o frizonia, lakipoted kear o heulie en eur youc’hal abouez penn : « Ar veleien « dizent » d’ar maro ! Laporte ouz ar groug ! »
Ru Sant-Loïz a zo tost d’an Ti-kear ; karget e oe buan gand eur vandenn dud kollet o fenn ganto, rag an archerien zo war al leac’h ; pignet int e ti ar c’hure. An n° 8, an ti koz graet gant benerez, ha n’en deus gwelet betek-hen o tremen dirazan nemet tud a zoare, bet rodellet o bleo d’ezo, ha taolet war o beg eun tamm poultr c’hoez vat gant Le Bret pe Laporte, ha gwardou war vor ken laouen o c’hoarzin leiz o c’hornailhen, a rank breman skrija o klevet ar goaperez hag o welet ar vein stlapet outan gand eur bobl kounnaret. Pa zistroas an archerien, ganto an aotrou Laporte, an dud a oa eno a strakas o daouarn hag a c’houlennas ar maro evitan ; ar gwardou vroadel o devoe mil boan o tiwal na ve diframmet ar paour keas beleg eus a dre o daouarn, gant tud dirollet.
An archerien a gendalc’has da ober o c’hefridi, atao war o lerc’h eur bobl tud o yudal. Beleien Sant-Loïz, an aotrounez Kermarrec, Labous, Bernicot ha Plessis a oe sammet ganto ive ha kaset d’ar prizon. N’eo ket