Setu perak, kuzul ar pennou-bras, ha kuzul an Ti-kear unanet, o kredi start e ranker klask mad ar bobl araok pep tra, hag eo an dra-ze al lezenn genta, o deus sonjet n’o doa ket brasoc’h dever er mare-man eget miret ouz o breudeur da glevet an aliou fall-ze gouest da lakat ar gwasa darvoudou da goueza warno ha warnomp hon-unan, da lakat ar brezel da ziroll etre tud ar vro ha da ziskar evelse al Lezenn hag ar Frankiz.
A-hend-all, o veza m’eman ar brud ez eus pemp pe c’houec’h mil forban diskennet en douar war dro Sant-Malo.
Ar C’huzul a ro urz da brizonia evid eur pennad ar veleien « dizent » ; da waska dreist holl ar re ’zo brudet da veza ar muia hegaret hag ar muia douget da ober reuz ; da lezel e peoc’h ar veleien a zo e penn ar parreziou, gand aon da lakat an dud d’en em zevel, ma ne ve beleg ebet mui war o zro.
Ar veleien a vo gellet kregi enno a vo dalc’het e manati Karmez ; hag eno e vezint maget, hag e vezor mat outo egiz m’eo dereat.
Evit miret na c’hoarvesfe droug ganto, e vezo lakeat soudarded awalc’h d’o dioual.
An archerien ha kompagnunez an Dragoned broadel a zo karget da gregi enno evit o digas d’ar prizon. »
Met e manati Karmez ez eus menec’h ha n’o deus ket touet ken nebeut ; daoust hag ar re-man ne zikourint ket ar brizonerien da gaout darempred gand an diaveaz ? Diaez ebet ; ne vo nemed o derc’hel mat egiz prizonerien en o zi o-unan. Hag en dervez-se zoken e oe douget an urz-man :
« Mestr bras gwardou ar vro a roio urz d’an ofiser a zo e Karmez e penn ar zoudarded da zerc’hel evel prizonerien ar venec’h zo er manati ha ganto ar breur Fabian, rener ar skoliou kristen ; ar veleien a hello kas ganto o gweleou ha kement tra all o do ezomm