vrans. Tremenet dre vourc’h Plouzane oamp digouezet abenn nav eur hanter noz e Kermorvan, e parrez Trebabu, hag omp aet da di an aotrou de Koataudon, a oa o tibri e goan gand e ziou verc’h, an aotrou de Beaumont hag itronezed. An aotrounez hag an itronezed hon digemeras en eun doare dereat ; o deus roet d’eomp o ger n’oa ket er maner, an Tad Elisée, bet gwech all rener menec’h Karmez evit Breiz, hag a zonje d’eomp kaout eno. Omp bet ive oc’h ober eun hevelep kefridi e ti an aotrou Hamelin, chomet person e Trebabu abalamour n’oa nikun da lakat en e leac’h ; hag hor beus graet eno ive tro venn.
Ac’hano omp aet da vaner Keryann-Moll, el leac’h ma chom an aotrou de Kersauzon, hag hon deus ive kollet hon amzer.
Goudeze hon deus kerzet warzu Lokrist. Eno hon -deus kavet an aotrou ar Gall, bet diagent kure Treo-Lokrist, hag hon deus kemennet d’ezan hon heul. Hanter-noz oa neuze, hag omp aet betek bourc’h Sant-Vaze. Eno, goude beza kelc’het ti an aotrou Carluer, chomet ive en e garg, hon deus goulennet digor ; ha n’eus bet digoret d’eomp nemet goude beza skoet meur a wech war an nor. Evelato, eur wech en ti, hon deus klasket piz, ha kavet an Tad Elisée kousket mat. Gourc’hemennet hon deus d’ezan dont d’hon heul. War dro div eur oa diouz ar mintin p’hon deus kuitaet Sant-Vaze. En em gavet e Konk, hon deus laosket e ti ar mear, Thomas e hano, an aotrou Gall hag an Tad Elisée ; n’oamp mui gouest d’o miret ; goude beza redet kement, oa ret d’eomp kousket evit diskuiza.
Da nav eur hanter, setu ni en hent evit mont da Blonger ; aman ec’h en em gavchomp war dro dek eur hanter. Meur a hini en em glemmas eus ar c’hure, an aotrou Lemoyne a rea kalz a zroug dre e gomzou direiz, hag e lavarjomp d’ezan dont d’hon heul. Da unnek eur hanter oamp war hent Plouarzel, an aotrou-