Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 127 —

trou Yann Mari Laligne, beleg eus hon eskopti, dre ar responchou en deus graet p’eo bet enklasket euz hor perz, ha dre ar skrid a zoug eo bet hanvet, hor beus roet hag e roomp d’ezan karg ha galloud ; kaset hor beus ha kas a reomp anezan, en hano Jezuz-Krist Hon Aotrou, da ren parrez Sant-Loïz en hon eskopti, ha da ober enni kement labour a zell ouz eur beleg hag ouz eur person, evit brasa gloar Doue ha silvidigez an eneou a zo en e garg.

Graet e Kemper, en Hon ti a Eskob, dindan hor sin hag hor siel, d’an 18 a viz meurz 1791.

Expilly, Eskob ar Finistère. »

D’ar zul, 20 a viz meurz, an daou berson enep-gwir Laligne ha La Goublaye a en em lake, unan e penn iliz Sant-Loïz hag egile e penn iliz Sant-Salver. Paotred an Ti-kear a skrivas ar c’homzou-man diwar-benn ar pez a oa tremenet en diou iliz.

« An 20 a viz meurz 1791. — O veza klevet gand an dud a zo e bureo Ti-kear, oa bet an Aotrou Laligne person hanvet e parrez Sant-Loïz, hag an aotrou La Goublaye person hanvet e parrez Sant-Salver, en ti kear o c’houlenn beza laket en o c’harg, hor beus en em glevet ganto da lakat an ofern-bred da 9 eur e Sant-Loïz hirio, hag hini Sant-Salver da 10 eur-hanter.

Holl a unan omp aet, war dro 9 eur, da iliz parrez Sant-Loïz dre zor ar sekreteri ; eno hor beus kavet meur a veleg en dro d’an aotrou Laligne ar person nevez. Da heman an aotrou Malassis en deus lavaret, eus perz Kuzul an Ti-kear, pegement a lorc’h a oa ennan abalamour m’oa bet karget da lakat e penn e barrez e-unan, eur person ken din da veza prizet ha doujet gand e genvroïz. Ar respont a reas an aotrou Laligne a greskas c’hoaz ar vrud vat en deus dre e vertuziou kristen hag e venoziou e kenver ar vro. Diskouezet en deus d’eomp neuze skrid aotrou ’n eskob ar Finistère, en deus hen savet en e garg.