Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/165

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 128 —

P’hor beus kuitaet ar sekreteri gand an aotrou person hag ar veleien, hag eur wech digouezet er c’hor, eo bet kanet ar Veni Creator ; goudeze, war goulenn kannad ar c’houarnamant hor beus laket ar sekretour-grefier da lenn skrid an aotrou ’n eskob Expilly a roe d’ezan pep galloud evid e garg. An aotrou Laligne eur wech pignet ouz an aoter, en deus touet. An ofern zo bet kanet gand ar person nevez ha goude an ofern omp digouezet holl er sekreteri ; hag eno, hor beus testeniet dre skrid eo bet laket ar person nevez en e garg. » En dervez-se ivez diouz an abardaez, an aotrou Laligne a yeas da jom d’ar presbytal a oa bet dilezet tri dervez araok gand an Aotrou Floc’h.

Met abaoue m’oa bet laket ar person fall e penn ar barrez, ar gristenien vat ne deant mui war dro iliz Sant-Loïz ; heul a reant ar veleien leal a oferenne pe er Gouent-Vihan, e chapel Itronezed an Unvaniez kristen, pe e iliz an Tadou Karmez. Ouz ar veleien-man e troas neuze kounnar paotred an Ti-kear. « Ar veleien-ze, a skriv ar sekretour, a zo hegaret ; nebeut a druez ’ zo da gaout outo ; ha n’int ket bet kastizet awalc’h p’eo bet lamet o farreziou diganto ; ne deuont mui wardro an iliz parrez, ha ne ehanont da lavaret n’eo nemet heretiked ar veleien a lavar an ofern enni, hag e kerz war an hent fall ar gristenien a zelaou an oferennou lavaret ganto. » Ar veleien didou hag ar gristenien leal a zente ouz o eskob gwirion. An aotrou ’n Eskob de La Marche ive n’en doa ket manket da lavaret d’an aotrou Laligne n’en doa galloud ebet : « Al le ho peus graet hag a verk hoc’h kouezet er falz kredennou, a ziskouezo d’an holl ez oc’h schismatik. A vreman, n’ho peus mui an disterra galloud evid ober eur vad bennak d’an eneou. An Iliz hen tenn diganeoc’h. »

Euz o zu, Breudeur ar Skoliou kristen ne falvezas mui d’ezo kas o bugale da zelaou oferennou ar veleien