Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/163

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 126 —

lakat al lezenn nevez da gregi, Expilly a dlie beza laket en garg e Iliz Veur Kemper, d’an 12 a viz meurz.

E Brest, e oe lakaet e stagfed gand an dilennerez d’ar zul, l3 a viz meurz. An aotrou Floc’h, daoust ma n’oa ket bet falvezet gantan toui, a gendalc’he da ren parrez Sant-Loïz. Prezegennou ar c’horaiz a oa boulc’het. D’an 9 a viz meurz, Prokuler kear a skrive d’an aotrou person ha ne roe mui d’ezan e hano a berson :

« Aotrou,

« Disul, 13 eus ar miz, e vo da zibab personed er c’hargou deuet da veza diberc’hen dre zilez ar bersoned n’o deus ket touet. Hervez menoz al lezenn, an dilennerez-se n’hell beza graet nemed en iliz parrez penn an District. Ret e vo eta en dervez-se lavaret an ofern da eun eur all. Setu perak ho pedomp da gana an ofern-bred da eiz eur diouz ar mintin, hag ar gousperou raktal goude. Evit ma vo difazi an traou, lavarit d’ho prezeger hen embann goude unan pe unan eus e brezegennou. »

D’ar zul, 13 a veurz, an aotrou Laligne a oe dibabet da berson e Sant-Loïz, hag an aotrou La Goublaye e Sant-Salver. Pemp dervez goude, Expilly a roe e c’halloud d’an aotrou Laligne, war e veno hervez reolennou an Iliz.

« Loïz Alexandr Expilly, dre drugarez Doue, ha dre c’halloud ar Pab, eskob ar Finistère, da gement hini a lenno ar c’homzou-man, salud ha bennoz e Jezuz-Krist, Hon Aotrou.

« O veza m’he deus Bro-C’hall, dre eul lezenn aotreet gand ar roue, roet galloud da zibab an eskibien hag ar bersoned, dre zilennerez, ha ma fell d’ezi e ve miret start an urz-se er Rouantelez ; o veza m’he deus an hevelep lezenn roet galloud d’in da lakat en o c’harg ar bersoned a zo bet hanvet ; goude beza anavezet va-unan, buhez direbech, ha deskadurez an ao-