nez a 60 krouadur oajet a zek da zaouzek vloaz : ha setu i dirag ar mear gand ar banniel nevez, warnan ar c’homzou-man : « Esperans ar vro ». Daou dammik paotr, war o diwreac’h galonsou aour, a dosta, hag unan anezo, en ur gomz ouz ar mear, a lavar d’ezan : « Aotrou, ni gar hor bro kement ha n’eus fors pehini eus ar zoudarded zo aman. N’omp ket ken krenv hag i, met servicha hor mamm-vro a c’hellomp gant kement a nerz-kalon ; hag e c’houlennomp diganeoc’h eul lietenn vroadel evit hor banniel, a virimp hed hor buhez. » An aotrou mear, an dour en e zaoulagad a stag neuze al lietenn ouz ar banniel hag a ro eur pok d’an daou gannadig. Ar vugale, eurus meurbed ha lorc’h bras enno a stagas neuze da youc’hal a bouez penn : « Bevet ar vro, bevet al lezenn, bevet ar Roue. »
Erfin, d’an 23 a viz genver l79l, e tigouezas e Brest ar c’helennadureziou iskiz diwarbenn al lezenn. Raktal, paotred an Ti-kear a roas urz d’ar prokuler da skriva eul lizer d’an holl veleien e karg ha da bep hini anezo, evit gourc’hemenn d’ezo beza holl d’ar zul warlerc’h en unan pe unan eus diou iliz kear, goude an ofern-bred, evit toui hervez al lezenn. Muioc’h a c’houlenjont zoken eget na c’houlenne al lezenn digaset d’ezo, pegwir an Tadou Kapusined hag an Tadou Karmez a oe pedet ive, dre o urz, d’en em unani gand ar veleien all. Paotred an Ti-kear a en em ranno neuze e diou lodenn ken bras an eil hag eben : unan anezo, an aotrou Malmanche, ar mear, en he fenn, a yelo da Sant-Loïz ; (an aotrou Beohennec o veza m’eo ive unan eus kuzulerien ti-kear, a vezo el lodenn-man) hag al lodenn all, gand an aotrou Malassis, a yelo da Sant-Salver.
Petra c’hoarvezas ? Gwelomp adarre petra lavar ar skrivagnour karget gand an Ti-kear da gonta darvoudou an deiziou-ze ; skriva ra d’ar gannaded, d’an 31 a viz genver : « Deac’h oa an dervez da doui evid ar veleien… Glac’haret omp bet o welet an darn vuia anezo oc’h en em zevel eneb al lezenn. An aotrounez