Bechennec, Lamotte ha Laligne, diouz tu Brest, Le Gendre, La Goublaye, ha Le Nouvel diouz tu Rekouvrans, n’eus bet nemeto oc’h ober o dever. Ha c’hoaz, o veza m’eo an aotrounez Bechennec ha Le Gendre beleien karget eus ar vartoloded, n’hellomp konta nemet pewar beleg touer. N’eus bet trouz ebet ; ar bobl, leun an diou iliz ganto, a oa kounnaret bras eneb ar veleien dizent ha n’en doa ket a druez outo, pell diouz eno. Ranked eus bet ambroug ar person beteg e gear gand aon e vije bet graet d’ezan eun droug bennak. A-hend-all, n’eus ket bet an disterra freuz etouez an dud ; hag hor c’henvroïz a bez, nemet marteze eur vaouez devot bennak hag an tammou noblans, o do plijadur o welet kas kuit ar veleien-ze o deus dre o oberou abegus, laket o farrissioniz da goll ar fizians o doa enno. »
An aotrou Laporte eta ne douas ket d’ar zul diweza a viz genver. N’edo ket e Brest en dervez-se, e Kemper eo e tigouezas gantan lizer ar prokuler. Kanfarted Brest a sonje marteze en divije touet ma vije bet e Brest. Daoust hag ar brud-ze n’oa ket bet laket ganto da redek e kear ? Al lizer-man, skrivet d’ezo gantan kerkent ha ma tistroas eus Kemper a zesk d’eomp, hep mar ebet, petra ’ zonje eus al le goulennet digand ar veleien gand ar c’houarnamant :
Brest, ar 25 a c’houevrer 1791.
- « Aotrounez,
Daoust d’in beza o veachi evit kefridiou hag a dlean, evit c’hoaz, kemeret preder ganto, al lizer ho peus laket Prokuler ar Gommun da skriva d’in, a zo digouezet ganen. Rei ra d’in da anaout an dervez merket ganeoc’h evit klevet o toui ar veleien o deus c’hoant d’hen ober. En eur jom sioul, em beus desket deoc’h e man em sonj chom hep toui.
Koulskoude, o veza m’eus lod hag a hellfe kredi