Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/156

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 119 —

(cravates tricolores) da staga ouz bannielou ar gwardou vroadel, ha kement rumm soudarded a oa e kear. An 19 a viz genver l79l a oe an dervez dibabet evid aveli banniel nevez ar vro, an dro genta. Kuzulerien an Ti-kear a bez a yeas da vours al lestr amiral : « Hervez al lezenn, banniel ar vro a dle kemeret leac’h ar banniel gwenn ; ret eo eta kaout eur banniel gwenn, a lavarjont d’an amiral ; hogen, ne welomp banniel wenn ebed aman e nep-leac’h : ar pez a lakas an amiral d’e glask adarre ha d’hen sevel e beg ar vern. Raktal e oe neuze digaset d’an traon ha kerkent an hini tri-livet a gemeras e leac’h. » Ar mear a ginnigas neuze al lietennou a dri-liou ; eun ofern a voe lavaret er bours, hag an Te Deurn kanet.

« An aotrou Bechennec, hervez skridou an amzer a zistagas neuze eun tamm pedenn diouz e c’hiz. Lakat a reas e skerp (tri-livet) war an aoter, ha goude beza he benniget, e lakas anezi war e c’hamps evid oferenna. »

Kuzulerien an ti-kear a yeas goudeze d’ar porz, hag an aotrou Malmanche a stagas ouz ar bannielou al lietennou a dri liou « epad m’edo an holl o tridal gand ar joa. » Eus ar porz e teujont war gompezenn ar C’hastel. Ar Gwardou vroadel ha soudarded al linenn a oa eno gand o armou ouz o gedal. An Aotrou Malmanchre a stagas neuze da gomz d’ezo a vouez uhel ; ha pa baouezas, kement banniel a oa eno a voe laket da stoui dirazan, rag hen a stagas outo al lietennou glas-gwenn-ruz. A veac’h m’en doa ar banniel diweza bet he-hini ma voe klevet eun tenn kanol. An dra-ze a oa bet ententet etrezo ; kerkent ar banniel glas-gwenn-rutz a oe savet war gern tour Sant-Loïz, hag en enor d’an 83 departamant, e voe laosket war eun dro 83 tenn kanol.

Leac’h a oa da gredi n’oa muia netra da ober goude an dra-man ; ar mear hag e vandenn a oa o vont da zistrei d’an Ti-kear pa en em gavas eur gompagnu-