Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —

m’oa anavezet ar c’helou, ma teuas daou eus hor beleien, an aotrounez Lamotte ha Grandjean da lavaret d’eomp emaint a greiz kalon a du gand ar C’houarnamant, ha dare da ober le. Ne gomzomp ket deoc’h eus an Aotrou Bechennec ; hennez, her gouzout a rit, a zo a du ganeomp ha menoziou an aotrou Laligne a anavezomp mat ive. »

Eur bern lidou hag ormidou a oa da ober en enor d’ar re a asante toui ; hag an dra-man n’oa ket fall, tamm ebed, evid ar gristenien vat, a oa aez d’ezo evelse anaout ar bastored vat diouz ar re fall. Ar zul a oe dibabet evit kement-se, raktal goude an ofern-bred ; hag ouspenn, al le a ranked da ober dindan eiz dervez goude embannadurez al lezenn.

En despet d’ar vall direiz o doa da waska, gant nerz al lezenn, ar veleien ne gavent ket sentus awalc’h, paotred Ti-kear Brest a rankas gedal en aner, epad teir zizun, ar c’houarnamant da embann al lezenn. D’ar 14 a viz genver, ec’h en em glemmjont ouz an Departamant.

« Glac’haret omp, a lavarent, o welet pegement e taleer. Ar bersoned a enep, kavet digarez ganto da lavaret e rankont heul mouez o c’houstians, pa n’emaint e gwirionez o stourm ouz al lezenn nemed abalamour ma kavont kalet plega d’ezi, ha ma rankont restaol ar madou bras dirieiz o deus bet digant tud sempl ha re vuan d’o c’hredi, a zo o c’hoeza ar gasoni dre ma tremenont, en eur lakat pennadou en dud. Eur gredenn hor beus, an darn vuia eus ar veleien a jomo heb ober le ; met e kear ne gavint ket a dud da vont a du ganto. Aon hor beus e ve taolet hor person er meaz eus e di en dervez ma ne falvezo ket d’ezan toui. »

Met, evit tremen an amzer, eun dra all a c’hoarvezas hag a roas tro da baotred an Ti-kear da ober fougerez. Ar banniel gwenn a oa bet laket ar banntiel trilivet en e leac’h. Kear a ginnigas lietennou tri-livet