tostik da goll eun dournad mat a arc’hant (12.000 lur), en deus asantet paea hag a ranko da baea dizale. An aotrou Laporte en eur ober e anzao d’an Aotrounez Gillart hag ar Moan en deus lavaret kement-se d’ezo, ha graet ar bromesa neuze evel ma ra breman da greski e dailhou evit sikour ar vro, kerkent ha ma vo dizammet diouz ar beac’h-se. « Plijet ganeoc’h, aotrounez, goude beza klevet ar c’homzou gwirion a lavar, terri ar zetans ho peus douget, hag anzao n’eo ket gevier en deus lavaret an A. Laporte, p’eo bet o tiskleria e beadra dirazoc’h.
Hag an dra-ze ne vo nemet hervez al lealded !
Laporte, kure Brest. »
- E Brest d’ar 26 a viz here 1790. »
Lennet e oe e Kuzul an Ti-Kear, d’an 2 a viz du ar goulenn a rea an A. Laporte. Hervez kaier ar guzulerez e oe graet ar respont-man : « Diwezatoc’h e vo gwelet petra da ober. » Met diwezatoc’h ne oe mui hano eus al lizer. Evelato an Aotrou Laporte a c’hounezas e daol, rak doujet oa gand e enebourien.
Epad an amzer-ze, an eskob hervez al lezenn nevez a oa bet dibabet e Iliz-Veur Kemper d’an 31 a viz here ha d’ar 1 a viz du ; ha da c’houel an anaon e oe embannet an hano en doa ar muia moueziou. Expilly, person Sant-Martin Montroulez, ha kannad er Vodadenn Reizek a oe hanvet gant 233 mouez, a eneb an aotrou ’n Eskob de La Marche en devoe 125. Eun hugunod eo a roas e vouez da genta, hervez an aotrou Boissière, sekretour an Aotrou ’n Eskob Konen a Zant Luk. Pa edod o niveri ar moueziou, e oe kavet meur a hini evit mear Kemper, evid ar grefier, evit diou vestrez leanezed, evit… ki ar skolach. Evit gounit moueziou da Expilly, an hini-krenv a redas, dreist holl evid an dilennerien diwar ar meaz. « Eun eskob hor beus,