a lavar eur farser, hag a vevo koz ; en hini krenv eo bet graet. » Hag eur c’huzulier Ti-Kear Brest, lorc’h bras ennan, abalamour m’oa Expilly, eur Brestad, an eskob nevez, a skrive d’an 3 a viz du : « Hiviziken, ne vo mui karget da henvel eskibien na tud hag o deus gouenn, na tud hag o deus galloud, pe a anavez an droidellerez, en eur ger, nikun eus ar re o deus kement a dechou fall… Ni holl aman dreist holl a zo lorc’h bras ennomp o veza m’eo bet graet an dibab diouz hon doare ; skeudenn an eskob nevez a zo dija en Ti-Kear. » An aotrou Floc’h, bet kemennet d’ezan kana an Te Deum e Sant-Loïz en enor d’an eskob nevez, a respontas d’ar 5 a viz du : « Warc’hoaz, da beder eur, eman an ofis diweza en iliz Sant-Loïz, goudeze, an iliz a vo goullonderet evidoc’h. »
Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/153
Neuz