Setu aze, Aotrounez, stad truezus an aotrou Laporte, kure Sant-Loïz. Eman o paouez anaout ar zetans ho peus douget en e enep dirag an holl. Dre ar zetans-se ho peus embannet n’en deus ket anzavet e beadra penn da benn evit sikour ar vro ; da lavaret eo, n’eo ket hepken difizians ho peus anezan, n’eo ket hepken tamallet, met barnet eo bet ganeoc’h da veza aet eneb ar wirionez, al lealded hag ar garantez a dle d’ar Vamm-vro.
E galon, e goustians eün, e garg, a ra d’ezan eun dever d’en em zevel eneb ar varnedigez disleal-ze. Dougen a ra testeni evid an eil gwech, n’en deus ken peadra nemed ar pez en deus anzavet hervez al lezenn. Mar deus unan pe unan eus an dud enorabl zo e Kuzul an Ti-Kear gouest d’hen dislavaret, pa lavar eo ar 451 lur en deus anzavet ar bevare eus e c’hounidou, eo prest da c’houzanv ar rusta pinijenn, ar gwasa dismegans. Met ma n’heller ket diskouez en deus lavaret gevier, ha n’en deus ket aon rag an dra-ze, daoust ne ve ket hervez al lealded terri ar zetans mezus zo bet douget en e enep ?
Laoskit-hen ive, Aotrounez, da lavaret deoc’h c’hoaz an dra-man : N’ho peus ket bet digand al lezenn ar c’halloud da lakat kresk nemet d’ar re zo re anat n’o deus ket anzavet o feadra gant lealded. N’ho peus ket gellet eta lakat kresk d’an hini a skriv deoc’h nemet goude beza anavezet mat n’oa ket gwirion e lavarou. Ha penaos ho pije-c’houi hen anavezet ? Marteze dre lavarou goullo, dre gredennou faoz, dre ziskleriadennou eneb ar wirionez. Lavaret eus bet deoc’h marteze, ar beleg-se en deus pevar c’hant lur bae evel sakrist er barrez. Met fallagriez awalc’h zo bet da nac’h ouzoc’h n’eo an arc’hant-ze nag eur zikour evit beva, nag eul leve, met hepken ar bae ’zo ret evit lakat gwenna, empezi ha penselia lienaj ar barrez ; ha c’hoaz, bloaveziennou-zo eo re zister an bae-ze ; n’eus ket bet lavaret deoc’h ken nebeut eman an hini a skriv deoc’h