zouez re an aotrounez Laporte, Kermarrec ha Simon ar Masson. Penaos en deus-ta Levot kredet lavaret, e Brest, da genta, « an aotrou Floc’h a oe koulz lavaret e-unan oc’h enebi ouz lezenn ar c’houarnamant ? »
Daoust hag al lizeri skrivet er mare-ze gand an Ti-Kear ne lavaront ket ar c’homzou-man ? « Hor beleien a en em zao aman evel el leac’h all eneb an doare nevez da henvel an eskibien. An aotrounez Bechennec, La Motte ha Laligne hepken n’eo ket bet falvezet d’ezo sina an enebiez ; evid ar re all, holl e lavaront a vouez uhel, an eskob hanvet er giz-se a vo schismatik, dic’halloud war an eneou, dic’halloud da ober beleien, en eur ger dic’halloud war gement tra en deus eun eskob da ober. »
Neuze eo e stagas paotred Ti-Kear Brest da veza kasaüs evid ar veleien o doa sinet an enebiez ha dreist holl evid an aotrou Laporte. C’hoant o doa venji d’ezo. Gwelet hor beus anezo o daou, koulskoude, e berson hag hen o plega d’al lezenn a c’houlenne diganto anzao o feadra, hag o paea o lodenn tailhou evit sikour ar vro. An darn vuia eus ar re o doa anzavet o madou, ne voe kavet abeg erbed en o lavariou. Ar veleien avat ne c’hoarvezas ket ganto helelep tra hag a oe goulennet diganto paea c’hoaz eun dra bennag ouspenn. An dra-man a zisplijas d’an aotrou Laporte a oa eun den re eün evit kaout eur seurt rebech. Skriva reas da Guzul Bras kommun Brest al lizer dispont-man a zo start ha didroidel :
- « Aotrounez,
N’eus ket eun den a zoare hag a c’houzanvfe, hep beza gloazet, e ve taget e vrud vat ha saotret e enor. Ha m’az eo ouspenn eun den e karg, ezomm d’ezan da veza gwelet mat gand an holl evit kas e labour da benn, pegement a vez hag a c’hlac’har n’en devezo ket o welet e vrud vat diskaret gand ar varnerien a dleer kaout hag a zo evito ar brasa doujans ?
9