n’hellomp ket pignat uhelloc’h e lignez kureed Brest, gwelomp neuze pere o deus bet ar garg an eil goude egile warlerc’h an aotrou-ze.
« Goude an aotrou Lemoyne, e teuas an aotrou Perrot, eur beleg ha n’oa nemet meuleudi da ober anezan, hag a deuas war e lerc’h an aotrou De La Rue, bet hanvet goudeze Person e Sant-Salver ; hag e teuas an aotrou Mocaër, breman Person e Lambezellek. Evel a welit, holl gureed Brest a zo bet dibabet etouez beleien Sant-LoÏz, hag ar c’hiz da bellaat atao diouz ar garg-se ar veleien n’oant ket eus Brest a zo bet miret bepred, abalamour m’oa kavet mat ha talvoudek d’an holl.
« Evit lavaret ar wirionez, pa zonjer e mad an Iliz, daoust piou a c’hell anaout gwelloc’h gouliou an eneou hag o farea buanoc’h eged eur beleg ganet hag o poania e-unan er barrez, gouest eta da anaout buhez pep hini er familhou.
« Ha pa zonjer e mad an dud, daoust piou zo gouest da anaout gwelloc’h klenvejou ha trubuilhou hor breudeur eged eur beleg eus ar vro. Pa vez galvet da vont d’o gwelet evid o frealzi hag o diboania, daoust ne vo ket digemeret gwelloc’h ganto ? Hag ar re binvidik, daoust ne vezint ket laouennoc’h o rei da eun den, hag a anavezont mat, an aluzenn evid ar beorien geiz ? Daoust hag eur beleg doujet abalamour d’e furnez, hag a anavez mat ezommou dishenvel ar familhou, ne vo ket aesoc’h d’ezan mouga an trouz etouez an dud, terri ar gasoni hag an droug etrezo, lakat ar re zo dizunanet da veza adarre mignoned gwirion, pellaat an droukrans ha lakat ar peoc’h da ren ? Setu perak kureed Brest zo bet bepred anavezet o gouiziegez hag o deus bet goudeze parreziou eus ar re wella.
« Evit doare, an aotrou de La Marche eo a deue d’ezan terri ar c’hiz vat-se. Glac’haret en deus beleien Sant-Loïz en eur henvel eur beleg digunves en