Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

eur garg hag a deue dre wir da unan pe unan anezo. Gloazet int bet, rak sonjal o deus graet ez oa marteze difizians anezo pe abalamour d’o buhez, hag o buhez a zo koulskoude didamal, hag a skouer vat zoken, pe abalamour d’o c’helennadurez, hag a zo ive yac’h ha sklear. Beleien ar parreziou all o do ive tro da zonjal eo evid unan pe unan eus an daou abeg-se eo c’hoarvezet ganto ar pez a zo. Ha kear a bez a zo chomet mantret o welet an aotrou ’n Eskob o vont a eneb eur c’hiz vat ha fur evid ober eun dra direiz ha disleal.

« Eur wech all c’hoaz, beleien Brest ha General ar barrez o deus bet douget klemm diwar benn ar renk a gemer ar gureed er c’hor pe er prosesionou. Goulenn a reont e kemerfent o renk hervez o oad belegiach ; ar c’hiz-se a vez heuliet e pep leac’h nemed aman.

« Plijet ganeoc’h, Aotrounez, evesaat petra zo mat da ober. Ho furnez hag ho lealded ho sklerijenno da rei an urziou a zo red evit na vo mui, en amzer da zont, klasket lamet o gwiriou digant beleien Sant-Loïz. »

Met evit doare, n’oa bet en holl abadenn-ze nemed eur fazi a-berz sekretour an eskopti ; rak goude beza bet eul lizer digand aotrou Person Sant-Loïz, an aotrou ’n Eskob de La Marche a skrivas buan da lavaret eo Simon ar Masson, beleg e Sant-Loïz eo en doa hanvet. Ar c’hure nevez a oa diagent kure en iliz-treo ar Seiz-Sant ; daou vloaz hag hanter kant en doa, eiz vloaz war-nugent belegiach, hag abaoue m’oa beleget oa stag ouz parrez Sant-Loïz. Eur beleg oa eus ar re wella : hen kennebeut, ne zento ket ouz al lezennou graet gand ar c’houarnarnant evid ar veleien. Abalamour da ze, e vezo harluet hag e varvo gand an dienez, d’an 9 a viz c’houevrer 1791 war listri koz ar Rochelle. Met pa oe hanvet kure, en doa poan daoulagad hag a viskoaz oa berwelet.