Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/126

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 94 —

ar prokuler a reas eur brezegenn hag a ziskouez d’eomp penaos oa troet ar sperejou en amzer-ze :

« Aotrounez, emezan, epad ma man ar Vodadenn Vroadel o kemeret kement a boan da zisc’hrizienna gwall c’hiziou an amzer goz, daoust ha ni a en em roio da gousket hag a jomo kroaziet hon divreac’h epad ma man an dud a iliz o klask lakat nevezentiou direiz da staga en hon touez ?

« Her gouzout a rit, aotrounez, diou ouenn giziou ’ zo : ar re vat hag ar re fall ; ar re vat hervez reolennou ar feiz, lezennou ar vro, hag an deveriou e kenver ar vro, giziou hag o deus plijet d’ar Boblou abalamour ma savent diwar ar virionez ha m’oant bet graet evit mad an holl. A viskoaz int bet kemeret evit traou sakr hag o deus bet kement a nerz hag al lezennou.

« Ar giziou fall avat, savet diwar ar gaou hag ar fallagriez, ha maget gand an nerz, ar vuanegez ha galloud an duchentil, eo ar re zo gouest da douella an dud eün hag a ra fae war al lezenn, war digarez m’eo al lezenn eneb ar religion.

« Goude beza diskouezet deoc’h ar c’hemm a zo etre ar giziou-ze, va laoskit, Aotrounez, da lavaret deoc’h petra zo bet graet eus ar giziou mat en derveziou-man ; eun enor eo d’in hel lavaret deoc’h.

« Eur wirionez eo, ha ne gavin den d’am dislavaret, en deus bet aotrou Person Brest a holl viskoaz ar gwir da zibab an hini a blije d’ezan ar muia evit beza kure e Sant-Loïz, goude beza bet evelato grad-vat Eskob Leon ; ha ker gwir all eo, eo bet atao ar c’hiz da ober an dibab-ze etouez beleien Brest hemiken. Siouaz ! pep tra ’vez taget gand an amzer, ha dre-ze n’eus chomet eus e zilerc’h merk anat ebed eus ar pez a lavaran ; hag ar re gosa ac’hanomp n’o deus dalc’het envor nemed eus an amzer m’oa an aotrou Desfontaines-Le Moygne, person ar barrez, eur beleg brestad hag a zo maro war dro tri-ugent voaz-zo. Pegwir