bresanç cousgoude, ec’his n’er guelomp quet gant hon daoulagat, en ancounec’haomp alies, hac en em gomportomp neuse toudememes evel pa ve Doue pell diouzomp : rac, evidomp da c’houzout ervat penaus ema presant ato da bep-tra, quement a dal cousgoude evel pa n’er gouffemp quet, pa na sonjomp quet en drase. Ha rac-se abarz hon Oræson e rencomp atao applica hor speret da songeal gant un attantion vras penaus ema Doue presant oc’h hor guelet hac oc’h hor c’hlevet ; ar songeson gret-se eus a brefanç Doue oa a rea da Zavid lavaret ar c’homsou-mâ ; Mar pignan en Eê, o va Doue, c’hui a so eno ; mar disquennàn en Ifern, emaouc’h eno ivez. Hac evelse e tleont en em servichout eus a gomsou Jacob, pehini o veza guelet ar squeul sacr pehini a dize eus an andret ma edo bete an Eê, a lavaras , ô peguen terribl eo ar plaç-mâ, & guirionez Doue a so amâ, ha n’er gouien quet ; lavaret a falle dezàn, ne songe quet : rac ne alle quet ignori, na vise Doue eno hac e peb leac’h. Pa en em liquit eta da bidi Doue, o Philotee, e tleit lavaret a greis ho calon ha d’ho calon : ô va c’halon, va c’halon , ema Doue amâ e guiryonez.
An eil moyen d’en em lacat er bresanç sacr eus a Zoue, eo songeal, penaus ne de-ma quet Doue hepquen eleac’h ma emaouc’h, mæs ema choaz en ur fæçon particulier e