Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/97

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
85
d’ar Vuez Devot.

ciç a reot hoc’h-unan eus ar veditation. Merca a ràn deoc’h da guenta ar breparation pehini a gonsist e daou bouent, peveus a re ar c’henta eo en em lacat e presanç Doue, hac an eil eo implori e assistanç. Evit en em lacat e presanç Doue, e proposàn peder moyen principal, peveus a re e c’hellot en em servichout er gommançamant.

Ar guenta moyen a gonsist en ur songeson hac en un application gre hac atantif var an oll bresanç a Zoue, da lavaret e, oc’h en em bersuadi penaus e ma Doue e peb-tra hac e peb leac’h ha ne deus andret na tra ebet er bed-mâ na d’ema presant ebarz gant guiryonez ; en hevelep-fæçon, ec’his ma quef al laboucet an ear ato p’eleac’h bennac e nigeont, evelse ive p’eleac’h bennac e zeomp, nac ema-oump, e quefomp Doue presant ato gueneomp peb-unan a oar ar virionez-mâ, hoguen peb-unan ne de quet attantif d’e c’hompren. Ar re zall, evit ha na velont ur Prinç, pehini a so presant dezo, ne lesont quet cousgoude, n’en em zalc’hont en ur respet bras, mar dint avertisset eus e bresanç ; mæs evit guir, abalamour n’er guelont quet, e c’hancounec’haont eas e ve presant ; hac oc’h e veza ancounec’heat, e collont c’hoaz eassoc’h ar respet hac ar reveranç evintàn. Allas, Philotee, ne vellomp quet Doue pehini a so presant deomp ; ha peguement bennâc ma hon avertis ar Feiz eus e