Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/99

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
d’ar Vuez Devot.

gouelet ho calon ha diabarz ho speret, pe da hini e servich e bresanç divin da vuez ha da ene, o veza eno evel ar galon eus ho calon hac ar speret eus ho speret : rac ec’his ma en em guet hoc’h ene e quement corn so eus ho corf, o veza scuillet dreizàn oll, ha ma ra cousgoude e demeuranç particulier en ho calon ; dememes Doue peguement bennâc ma zeo presant da bep-tra, a so cousgoude presant d’ho speret en ur fæçon particulier ha special ; abalamour da se oa er galve David, Doue va c’halon, hac e lavarre Sant Paul, penaus e vevomp e Doue, e flachomp e Doue hac emaomp e Doue. O consideri eta ar viryonez-mâ, ec’h excitot en ho calon ur reveranç vras en andret Doue, pehini a so quer presant deoc’h.

An drede moyen d’en em lacat e presanç Doue, eo consideri hor Salver pehini en e humanite sacr a sell eus an Eê ouz quement den a so er bed, mæs particulieramant ouz ar Gristenyen, pere eo e vugale, ispicial ouz ar re a so en oræson, peveus a re e remerq an actionou hac ar gomportamant. Ne de quet un imagination simpl eo an dra-mâ, ur viryonez pur eo : rac peguement bennac n’er guelomp quet, cousgoude hor c’honsider ac’hano. Sant Stephan er guelas evelse pa oue Merzeryet : en hevelep-fæçon ma c’hellomp ervat lavaret gant ar Scritur ; chetu èn aont adren ar vuraill o sellet dre ar prenes-