ment hoc’h ampeicho da choum un heur en Ilis, eleac’h er c’hontrol, ma choumac’h en ho Ty, ne allac’h quet en em assuri da gaout un heur quel libr-se, ha quer pesibl evel eno.
5. Commancit peb seurt Oræson quen Mental quen Vocal dre en em lacat e presanç Doue, ha dalc’hit-mad d’ar reglen-mâ bepret, hac e vellot e nebeut amser peguer profitabl vezo deoc’h.
6. Mar em c’hredit, e leverrot ho Pater, hoc’h Ave Maria, hac ho Credo e latin, mæs disqui a reot ivez entent ervat ar c’homsou anezo en ho langaich hoc’h-unan, evit d’ar fin, pa o leverrot el langaich commun eus an Ilis, ma c’hellot cousgoude saouri an traou admirabl hac agreabl sinifiet dre an oræsonou santel-se, pere a renquit da lavaret oc’h applica ervat ho songeson enno, hac oc’h excita hoc’h affectionou var ar pez a sinifiont ; ha na zeut morse tout d’en em hasta da lavaret cals, hoguen liquit ho poan da lavaret a galon ar pez a leverrot : rac ur Pater hepquen lavaret gant ur santimant vad, a dall mui eguet cals lavaret re vuan ha d’ar red.
7. Ar Chapelet a so ur fæçon profitabl meurbet da bidi, nemet ec’houiot e lavaret ec’his ma e dleet ; hac evit quemense ho pet unan-bennâc eus al levriouigou pere a zesq ar fæçon d’e recita. Mad eo ive lavaret Litaniou Jesus, ha Litaniou ar Verc’hes hac ar Sent, hac an oll pedennou-all vocal pere