Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
d’ar Vuez Devot.

dre an nor-se. Rac toudememes ec’his na ouffemp quet en em velet er sclacen eus a ur mellezour, nemet lequeat e ve stean pe bloum ountàn adrèn, ne ouifemp quet ive contempli ervat an divinite endra emaomp er bet-mâ, ma na vise en em unisset gant an humanite sacr eus hor Salver, peveus a hini ar vuez hac ar maro eo an objet ar c’honvenapla, ar joaiussa hac ar profitapla a ouffemp da choas evit hor meditation ordinal. Ne de quet hep sujet eo en em c’halv hor Salver ar Bara disquennet eus an Eê ; rac evel ma tle ar bara beza debret gant peb-seurt bouet all, evelse ivez e tle hor Salver beza meditet, consideret hac enclasquet en hon oll oræsonou hac en hon oll actionou. E vuez hac e varo a so bet disposet ha distribuet e naouspet seurt pouent gant cals a Autoret, evit servichout da veditation.

3. Impligit bemdez er Veditation-se un heur abarz ho lein, ha mar gu’illit, evel ma viot savet, abalamour ma vez neuse ho speret nebeutoc’h ambarasset, ha ma vez frescoc’h goude ar repos eus an nos, na liquit quet ivez ouzpen un heur da vedita nemet ho Tad spirituel en lavarre deoch expressamant.

4. Mar gu’illit ober an exerciç-se ebars en Ilis, ha chui da gaout eno aoualc’h a repos en ho speret, e Vezo eas ha commod bras deoc’h ; rac ne vezo nicun, na Tad na Mam, na Pried, na bugale na re-all a gue-