Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
d’ar Vuez Devot.

a so en Heuriou approuvet : e condition cousgoude, mar hoc’h eus an donæson eus an oræson mental, ma en em occupot principalamant gant hounnez. En hevelep-fæçon, ma na ellit quet e goude ober peden vocal ebet, abalamour d’hoc’h afferou pe da ur ræson-all bennâc, n’en em lequeot quet e poan evit quemense oc’h en em gontanti da lavaret simplamant quent pe c’houde ho Meditation, ar Pater noster, an Ave Maria hac ar Credo.

8. Mar santit en ho pedennou hac en hoc’h oræson vocal, ho calon tennet ha couviet d’an oræson interieur ha mental, na revusit quet mont dezi, ha list ho speret d’en em leusquel insansiblamant gant an inspirationou hac ar santimanchou mad-se, hep en em sourcial pe c’hui ho pezo echuet ar pedennou vocal ho poa da lavaret, pe c’hui n’ho pezo quet. Rac an oræson mental pehini ho pezo great en o leac’h, a so cals agreaploc’h da Zoue ha profitaploc’h d’hoc’h Ene. Excepti a ran ar pedennou pere ho pezo bet evit pinigen ; rac ar re-se a renquit da lavaret dre obligation.

9. Ma chouarfe na allac’h quet vaqui diouz ar mintin, d’an exerciç sacr-mâ eus an oration mental, pe abalamour da gals occupationou, p’evit ur sujet legitim-all bennac (ar pez a lequeot ho poan cousgoude da ziarben muia ma ellot) raparit da viana di-