ciçou cheinch an desir simpl eus a Philotee en ur resolution antier pehini a ra er fin goude e C’honfession general, dre ur brotestation ferm, heuliet gant ar Gommunion sacr, pe en hini oc’h en em rei d’e Salver hac oc’h e receo, e deveus an eur da antren en e garantez santel. Quemense great, evit e c’hundui eassoc’h, e tisquezàn dezi en eil Quevren diou voïen excellant d’en em unissa mui-ouz-vui gant e Vajeste divin, hac an diou voyen-se eo ar Sacramanchou pe dre re e teu an Doue mad-se davedomp, hac an Oræson santel pe dre hini hon ten daventâ. En drede Quevren e tisquezàn dezi penaus e tle en em exerci e cals a vertuziou ar re bropra evit e avançamant ; ha n’en em arretàn nemet var certen avisou particulier, pere ne vise quet eas dezi da guemeret a leac’h-all nac anezi e-unan. Er bedervet Quevren e rân dezi anaout certen finessaou ha tromplereziou eus e adversourien, hac e tisquezàn dezi pe e fæçon e tle en em breservi diouto, ha tremen dreisto evit pourchu e dessein caër. Finalamant er bempet Quevren e ràn dezi en em denna un nebeut a gostez da heana ha da rapari e nerz, evit ma c’hallo goude eürussoc’h a-se tenna bro hac avanç en hent eus ar vuez devot. Chetu a-se petra so comprenet ebarz el Lêvr-mâ. Guir eo e scrifàn hac e comsan eus ar vuez devot, hep beza devot va-unan ; hoguen
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/9
Neuz