Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/10

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Prefaç.

certenamant ne d’e quet n’am eus c’hoant da veza, hac ar c’hoant pe an affection-se eo a ro couraich din d’hoc’h instrui var an devotion, evit d’ar fin, o tisqui deoc’h beza devot, ma tisquin ive beza va-unan : rac evel a lavare un den abil, ar fæçon vad da zisqui eo studia, ar vella c’hoaz eo beza sourcius da glevet ; mæs ar vella tout eo disqui d’ar re-all ; pa ze guir penaus, o tisqui d’ar re-all e tescomp guell a-se hon-unan. Alies e c’herru, eme Sant Augustin o scrifa d’e Zevodes Florentina, penaus an ofiç da zistribui a servich da verit evit receo, hac an ofiç da zisqui d’ar re-all a servich da fount evit disgui hon-unan.

Ar plac’h caër ha chast Rebecca o toura quezec Isaac, a oue destinet da veza pried dezàn o receo eus e berz cleier discouarn ha brasseledou aour ; evelse e c’hesperàn digant ar vadelez infinit eus va Doue, penaus o cundui e zènvet quer d’an dour a silvidiguez eus an devotion, e rento va ene pried ive dezàn, o lacat em discouarn ar c’homsou aour eus e garantez santel, hac em divrech ar brasseled spirituel, me lavar an nerz d’o exerci ha d’o fratica ervat : eno eo e consist ar principal eus ar guir devotion. Me a supli ar Vajeste a Zoue, ma plijo gantâ rei ar guir devotion-se din ha d’an oll vugale eus e Ilis, pe da hini e fell din da jamæs soumeti quement a scrifàn, quement