raustet dre’r flammou hep devi o diouasquel ; dememes e c’hell un ene courachus ha ferm beva er bed hep receo an humor fall eus ar bed, e c’hell caout sourcennou eus a un devotion douç e creis an dour c’huero eus ar bed-mâ, ha nigeal etre ar flammou eus an desirou terrien hac eus ar sourciou temporel, hep devi diouasquel an desirou sacr eus ar vuez devot. Guir eo penaus ez e diæs an dra-se, ha rac-se em be c’hoant e teuhe cals da lacat o foan hac o sourci en dra-se gant mui a ferveur eguet n’o deveus great bete vremâ : evit quemense eo e c’hæssaàn continui dre al Lêvr-mâ da rei ur sicour bennâc d’ar re pere a antrepreno gant ur galon gourachus cundui ur vuez devot.
Adressi a ràn va c’homsou da Philotee ; rac ec’his ma fell din e serviche d’ar profit commun eus a gals a eneou an instructionou-mâ pere am boa scrifet da guenta evit unan hepquen, abalamour da-se en em servichàn eus a un hano pehini a ve ive commun ha convenabl da guement a fell dezo beza devot ; rac an hano a Philotee a sinifi un ene pehini a gar Doue, un ene devot da Zoue. O consideri eta en oll instructionou-mâ un ene pehini, dre an desir da veza devot, a zoug e c’halon da garantez Doue, em eus great an Introduction-mâ eus a bemp Quevren pe a bemp loden. Er Guevren guenta e c’hæssaàn gant certen remontrançou hac exer-