R re pere o deveus tretet eus an devotion
o deveus bet casi oll an intention
da instrui principalamant nep so pell ha
diangaich diouz ar c’homerç hac ar sourci
eus ar bed, pe da viana o deveus
desquet un hevelep devotion pehini a zoug
en em diangagi ha da bellaat diouto
antieramant. Hoguen va intention-me eo
instrui ar re pere a vêv er c’heriou, en
tiegueziou hac e creis ar bed, ha pere diouz
o c’hondition a so obliget da gundui ur vuez
commun evit an exterieur ; pere lies a veich,
var zigarez e pretandont penaus e ve impossibl
dezo cundui ur vuez devot, ne fell quet
dezo so-quen sonjal e antrepreni, o veza
avis ganto penaus, evel na gred aneval ebet
tànva greun ul lousaouen hanvet Palma
Christi, den ebet ive ne dle pretandi ar
palm eus an devotion gristen, emezo,
en-dra ema o veva etouez ar pres eus an
afferou temporel. Hac e tisquezàn dezo penaus,
ec’his ma vêv ha ma sao ar perles fin e creis
ar mor hep quemeret berad dour mor, hac
ec’his ma zeus e certen Enesi feunteuniou a
zour douç e creis ar mor, ha ma nich ar Pi-