Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/417

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
405
d’ar Vuez Devot.

terra incommodite evit servich hor Salver, gant quement gouelvan a reont var e souffrançou ; hac evelse ne de ar santimanchou mad, pere o deveus bet, nemet certen cabeliou-touceg spirituel, pere ne de quet ar guir devotion int, quent-se ne dint lies a veich nemet finessaou bras eus an adversour, pehini oc’h amusi an eneou er gonsolationou munut-se, a ra dezo chom contant ha satisfiet a guemense, evit na glasquint mui ar guir devotion, pehini a gonsist en ur volontez ferm, resolu, pront ha prest da executi ar pez a ouser ervat a so agreabl da Zoue.

Ur buguel a vouelo dourec o velet rei un taul lancetes d’e vamn evit e goada ; hoguen mar deu e vam, p’evit hini e vouele, da c’houlen ountâ er memes amser un aval pe ur c’hornedat drage sucr a so gantâ en e zourn, ne falvezo dezâ morsetout e rei dezi. Evelse a c’hoare peurvuia gant hon devotionou tener. O velet toullet gant un taol lans calon Jesus crucifiet, e vouelomp tener aviziou martese. Allas ! Philotee, ervat a reomp gouela var ar Maro ha Passion galet-se eus hon Tad hac hon Redemptor ; mæs petra e deomp-ni’ta na roomp dezâ evit mad an aval a so etre hon daouarn hac a c’houlen ouzomp gant quement a importunite, da c’houzout e hor c’halon, pehini hepquen eo an aval a garantez a c’houlen hor Salver quer