galon en andret David ? e c’hervel a rea e vap, commanç a eureu da vouela, d’e veuli, da anaout ervat e vadelez hac e zouçder, da bidi Doue evintàn, da bronostica e vise bras hac enorabl ur veich, ha da recommandi dezàn e vugale pere a chomse var e lerc’h. Pebez douçder ha teneridiguez a galon a alse Saül da zisquez brassoc’h ? hac evit quemense tout cousgoude ne doa quet chenchet en e ene, ha ne lese quet na gontinue e bersecution a enep David quer cruel ha biscoaz. Chetu penaus en em guef tud, pere o consideri ar vadelez a Zoue ha passion hor Salver, a sant o chalon tenerreat bras, ar pez o laca da huanada, da vouela, da bidi ha da drugarecât Doue en ur fæçon quer sansibl, ma lavarret e ve sesiet o c’halon gant un devotion vras meurbet : hoguen pa zeuer d’o approu, e veler penaus, evel ar c’haouajou glao, pere e creis an Hân tom a gouez en ur dremen a vanneou bras var an douar hep antren ebarz, ne servichont nemet da brodui cabellou touceg ; dememes an dalou hac an deneridiguez-se o coueza var ur galon vicius hep antren ebarz, ne servichont da netra tout dezi : rac evit quemense oll an dud abuset-se ne restituent quet ul liard eus ar mad droug acquisitet, pehini a so en o fossession, ne renohcent quet da unan hepquen eus o affectionou hac o inclinationou fall, ha ne garrent quet quemeret an dis-
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/416
Neuz