Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/418

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
406
Introduction

digueneomp ? petra na zilesom-ni gantàn an affectionou, an attachou, ar pligeadurezou hac ar gomplesançou munut-se, pere a sel dezàn da ziframma digueneomp, ha ne ell quet, abalamour ma ze hon drage-sucr int, pe da re hon eus mui a inclination eguet d’e c’hraç celestiel ? Allas ! caranteziou bugale eo ar re-se ; tener int evit guir, hoguen sempl ha faltasius int ivez hac effet ebet ne reont var hor c’halon. An devotion eta ne gonsist quet en deneridiguezou hac en affectionou sansibl-se, pere a zeu aviziou eus an natural, pehini a so boug ha facil erc’hisse da receo an impression a falvez da rei dezàn aviziou-all so-quen e teu an dalou hac an deneridiguezou sansibl-se aberz an adversour, pehini evit hon amusi hac hon trompla gant an affectionou tener-se, a zeu da excita hon imagination evit hon dispos d’ar gouelvan ha d’an deneridiguez-se o rei deõp da gridi an hen-se penaus ez omp devot, ha touchet en hor c’halon gant ur guir gontrition ha gant ur guir garantez en andret Doue, ha cousgoude ne domp quet.

2. Ar santimanchou tener hac an affectionou douç-se a so cousgoude aviziou mad ha profitabl meurbet : rac digaç a reont appetit d’an ene da veza devot, dont a reont da gonforti ar speret, ha da ajouti var an dilijanç eus an devotion ur joa hac ul laouenidiguez santel, pehini a rent hon actionou