Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/345

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
333
d’ar Vuez Devot.

fita ervat, ha goudese Doue a zigaso deoc’h desirou mad all, pere a braticot ivez pa vezo deut o fouent, hac evelse ne gollot quet an amser e desirou inutil. Ne lavaràn quet, e ranquer lesell nep seurt desir mad da goll, mæs lavaret a ràn, e ranquer o frodui diouz tu ha diouc’h urz, hac ar re pere ne aller quet da effectui presantamant, e ranquer o serra en ur c’hoin bennâc eus ar galon, o c’hortos ma tui o amser, hac e tretant effectui ar re a so meur hac e poent vad : quememan a lavaràn non pas hepquen evit an desirou spirituel, mæs evit an desirou temporel memes : anes ne ouffemp jamæs beva e repos, nemet gant inquietud ha gant ampressamant.




AR C’HUEC’HVET CHABISTR
ha tregont.
Avisou evit an dud demezet.


AR Briedelez a so ur Sacramant bras, me lavar en egard da Jesus-Christ ha d’e Ilis : enorabl eo d’an oll, etre an oll, hac en oll, da lavaret eo, en e oll guevrenou. Me lavar eo enorabl d’an oll, rac ar Guerc’heset memes a dle enori ar briedelez gant humilite. Enorabl eo etre an oll, rac ar briedelez a so quer santel ha quen din etre ar beorien evel etre ar binvidien. Eno-