Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/344

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
332
Introduction

brofit, peguen dister bennâc int. Combati a reomp en imagination a enep ar monstrou hac ar sarpantet a Affrique, pere a so pell diouzomp, hac en em lesomp da veza lazet en effet gant an aëret munut pere en em guef var hon hent, e deffot lacat evez. Na zesirit quet, an dentationou ; rac temerite ve an dra-se : hoguen liquit ho calon d’o gortos gant couraich, ha d’en em zifen outo pa erruint.

Cals a seurtou quic ha bouet, ispicial mar d’e bras ar gantite anezo, a zeu ato da garga ar stomac ha d’e ruina mar d’e sempl. Na garguit quet re ivez eta hoch ene eus a gals a zesirou, na monden, na spirituel ; rac an desirou monden ha temporel a ruine toutafæt hoc’h ene, hac ar re spirituel a zeue d’e ambarassi. Pa vez purget hon ene, oc’h en em santout discarguet diouz ar goal humoriou, e deveus un appetit bras meurbet d’an traou spirituel, hac evel pa ve dare gant an naon en em laca da zesirout mil seurt exerciçou a zevotion, a vortification, a binigen, a humilite, a charite, pe a drugarez, bac a oræson. Ur sin vad eo, Va Philotee, caout an appetlt vad-se ; mæs guelit ha c’hui a allo ervat ive digeri quement a fell deoc’h da zibri. Choasit eta dre avis ho Tad spirituel etouez quement a zesirou mad, ar re pere a illit bremâ da bratica ha da executi ; liquit ar re-se da dalvout ha da bro-